Chuchuenn Benjamin
Benjamin er “Nouvelle star” idol ar merc’hed
Emgav ar merc’hed a vez aozet bep merc’her noz dirak ho skinwel evit babouzañ dirak paotr bravañ ar mare : Benjamin (Siksou e anv-familh, c’hum, c’hum...).
Ouzphenn bezañ kanour eo Benji aktour. hoalus, koant, hegarat, ur mousc’hoarzh euuuuh re re voemus, moutik, 21 bloaz ( yaouank c’hoazh) dibar, ur gwir sex simbol, hag ur vouezh waouhaou...
D’ar merc’her noz war bladenn an “Nouvelle star” e vez unvan ar juri ( hag ar merc’hed !!!)
Ar pezh a lak holl ar baotred da vezañ gwarizius!
Met magañ a ra an holl dimezelled holl dristidigezh ar bed dre m’ en deus Benji ur vignonez.
Neuze nac’hit mont d’ar sine dimerc’her o tont gant ho amourous, d’an 11 a viz Even, ha chomit feal da Benjamin!
*
Setu, bremañ eo echuet “La Nouvelle star 2008”. Ya, echuet ha m’ ho peus heuliet mat hon alioù ho peus gwelet n’en deus ket gounezet BENJAMIN! Penaos eo posubl un dra seurt-mañ? Ne ouzomp ket, hag evit ar poent hon eus just ar spi e vo komzet c’hoazh ag hon Benjamin o c’hortoz ur paotr ken koant en “Nouvelle star 2009”; memes ma n’eo ket aet ar maout gant hon Benji karet e chomo en hor c’halon e vouezh flour.

digg it
del.icio.us