Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

chuchuenn

20/06/2008 GMT 1

Fan-klub Iwan B

chuchuenn @ 09:21

Setu c’hwi degouezhet àr genrouedad Fan-Klub Iwan B! Degemer mat!       Iwan B (Benead) a zo bet dizoloet e taol-lañs Karaez 2007 èl kanour gwellañ ar mare. Ganet d’an 2 a viz Here 1984. A-c’houde m’emañ 5 blez en deus kroget get ar sonerezh ha da 18 vlez pand’ deus tapet e vachelouriezh en deus divizet bezañ sonour a vicher. Krogiñ a reas da zeskiñ brezhoneg e 2003, a-benn kaniñ hor yezh ken brav. En e vleud en em gavas get hor yezh hag en deus kroget da skrivañ kanaouennoù gete blaz ar sonerezh a-vremañ (Pop, Rap, Reggaeton). Anavezet eo bet dreist-holl get e ganaouenn brudet-tre: Ar Fulenn ! Meur a ganaouenn arall a zo anavezet ivez: Ma doare, Marc’hadourien avel, Amañ bremañ, Gast ar c’hast, ....Tu ‘zo deoc’h gwelet anezhañ ha selaou e vouezh ken flour:-D’an 21 a viz Even 2008, e Vanves e-pad gouel ar sonerezh da 21e00.-D’ar 15 a viz Gouere 2008, e Roazhon, e lodenn kentañ ar strollad brudet ZEBDA.-D’ar 24 a viz Gouere 2008, e Kemper e-pad Festival Kerne-veur, da 20e45.-D’ar 7 a viz Eost 2008, en Oriant e-pad festival interkeltiek da 23e00.Gortoz a reomp ac’hanoc’h e pep sonadeg Iwan B!

Notennoù

N'eus notenn ebet »

Leuskel un notenn


<a href> <em> <blockquote> <strong> <cite> <code> <ul> <li> <dl> <dt> <dd>

Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust